WikiProject Brezhoneg/Talbenn ar raktres « Brezhoneg war OSM »

From OpenStreetMap Wiki
Jump to: navigation, search

Kalz a anvioù brezhoneg a zo bet implijet vit menegiñ lec'hioù ha dibarderioù douaroniel e Breizh, met an darn-vuiañ o deus miret stummoù klok.
Meur a wezh eo kemmet un anv brezhoneg d'ur stumm troet e galleg pe hanter-droet. An holl stummoù ofisiel a del bezañ renablet dindan ar c'helig name=*, met posubl eo implij ar c'helig name:br=*.

Un niver bras eus ar c'helig-se a zo bet e-barzh diaz-stlenn OpenStreetMap dija. Sell ouzh : http://taginfo.openstreetmap.org/search?q=name%3Abr.

Lieskementiñ ar c'heligoù name:br eo pal ar raktres Brezhoneg war OSM ken e vo dispaket disoc'où al labour-se war ar c'hartennoù.

Sevel kartennoù a zispak al lec'hanvioù, ar poentoù heverk hag an hentanvioù warno

Ar raktres OSM e brezhoneg

Adalek ar bloaz 2016 eo bet bodet ur skipailh o pleustriñ war ambrougerezh ar re a fell dezho silañ anvioù brezhonek er gartenn http://www.openstreetmap.bzh/participer/hentennouriezh-ha-mammennou-evit-brezhonekadur-ar-gartenn/OpenStreetMap, OpenStreetMap e brezhoneg e anv.<br>

Tri dra mallus e oa d'ober :

  • Sevel ur hentenn evit kaout mammennoù dreist-dael pa eo kumuniezh OSM o pouezañ war ezhomm kalité ar mammennoù. Setu perak e oa savet meur a darempred gant Ofis publik ar brezhoneg, kefridit m'eo eñ gant Rannvro Breizh war dachenn gwiriekadur al lec'hanvioù
  • Pourchas alioù hag anaoudegezhioù d'ar gengartennerien dedennet gant ar raktres
  • Sevel un istañs evit skeudennadur arbennig ar gartenn OSM ken e zispakfe pep name:br war OSM

Lakaat ar vrezhonegerien d'ober gant ar c'hartennoù brezhonek

An arloadoù ambroug evit an dilec'hiañ

N'eus ket a arloadoù gant ur c'hetal (pe etrefas) e brezhoneg, met posubl eo kaout kartennoù gant anvioù brezhonek enno; Da skouer, OSMand.

Diorren ar stlenn douaroniel brezhonek